Ferdinand Karl Aostria-Este (1754-1806)

Ferdinand Karl Aostria-Este

Ferdinand Karl Aostria-Este (Kastell Schönnbrunn, 1añ a viz Mezheven 1754Vienna, 24 a viz Kerzu 1806), anavezet evel Ferdinando Carlo Antonio Giuseppe Giovanni Stanislao d'Asburgo-Lorena en italianeg, a oa arc'hdug Aostria ha gouarnour Milano en Italia (1771-1796).

Mab e oa da Frañsez Iañ an Impalaeriezh Santel ha d'e bried an impalaerez Maria Tereza Aostria, hag o fevarzekvet bugel e oa.

Arc'hdug Aostria ha dug Breisgau hag Ortenau e voe, ha gouarnour Milano adal ar 15 a viz Here 1771 betek an 21 a viz Mae 1796.
Diwar gourc'hemenn e vamm e lakaas sevel ar Villa Reale e Monza.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search